E Gwitreg/Vitrë ez eus ur c’harter anavezet mat gant tud ar vro siwazh : ar c’harter Debussy an hini eo. Savet er bloavezhioù 80, Debussy a zo ur c’harter pe kentoc’h un annez ennañ lojamantoù sokial arruet kozh ha tost diyac’hus evit darn anezho.
Pep tra a vez kavet e Debussy evit an nep a glask, dreist-holl shit ha kokain. E 2017 e oa bet serret ur strollad a oa e penn an trafik, abaoe-se dealerien all o deus kemeret o flas.
D’an noz etre an 31 a viz kerzu hag an 1 a viz genver zo bet plantet tan e teir oto e kreiz ar c’harter. Gant piv ? Gant « re yaouank » an annez moarvat.
Nebaon tudoù ! Hervez an itron vaerez Isabelle Le Callennec « n’eus tamm kudenn ebet » e Gwitreg/Vitrë. Ha dreist-holl « n’eus ket eus ar c’hudennoù disurentez ha felliezh a zo anezho er c’hêrioù bras ».
A-raok e oa e Felger/Foujër e veze lakaet tan en otoioù (meur a afer a seurt-se a zo bet) bremañ setu erruet ar giz e Gwitreg/Vitrë !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine