Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Ar Baol : Un Aljerian ‘b’an ti !

Ur pezh mell korfad spont en deus bet un den eus ar Baol e Liger-Atlantel o tistreiñ da brenañ e zefotachoù !

D’ar 26 viz kerzu, pa zistroas d’ar gêr tro 10e30 mintin, e kouezhas fri-ouzh-fri an aotrou X, un den war e leve, gant un den o kousket en e vurev. Un Aljerian. Dindan OQTF. 23 bloaz. Da 10e30 mintin e oa « o klask ur skwat evit kousket ». Torret en doa ur werenn evit mont tre.

Ar retredad a leuskas anezhañ da vont kuit ha pellgomz d’ar polis. En ti-gar e vo serret anezhañ just war-lerc’h, bizeier ar retredad en e chakod. Klasket en doa « gweladenniñ » un ti all just a-raok.

Hervezañ e krede ne oa den ebet o vevañ en ti. SDF eo rak « ne fell da zen ebet reiñ bod dezhañ ».

Peder gwech eo bet kondaonet e Bro-C’hall dija, e Marseille ha Toulouse. Hag en toull-bac’h e oa betek an 21 a viz gouere.

Hervezañ en deus c’hoant « distreiñ d’e vro ». Kabidant ! Met ne ra netra evit hen ober. Hervez ar brokulorez ez eo ur gwir bilpous anezhañ.

Kondaonet eo bet da 18 mizvezh toull-bac’h ha da zistreiñ d’e vro. Met ne raio ket moarvat…. evel kustum !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Ar Baol : Un Aljerian ‘b’an ti !”

  1. claude kerbiriou dit :

    « Pa Zistroas » et non « Pa tistroas »

    • Gwilhmod dit :

      Troet on me ivez da lavarout « Pa tistroas » met hervez ar yezhadurioù emañ ar gwir ganeoc’h.
      E Gouel ar Brezhoneg Ar Roc’h-Ugu, da lavaret eo pell pell zo, em eus soñj e oa bet rendael war ar poent-mañ ha Yann Ar Beg a oan a-du gantañ. Marteze e oa chomet « Pa tistroas » er yezh komzet e tachadoù zo abalamour d’ar rannig-verb « e », na c’hom anezhañ nemet ar c’hemmadur kemesk : « Pa (e) tistroas » ? Klasket ‘m eus war ar rouedad he n’em eus kavat nemet un arroudenn « pa tegemer » (en eil rannbennad diwezhañ) : https://bcd.bzh/becedia/br/dol-ur-chrenv-lech-droukchoantaet

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ur burev-butun laeret, un Aljerian kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, LA BAULE, Local

Ar Baol : div Rromez kondaonet evit bezañ laeret tiez ha ranndiez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, LA BAULE, Local, Société

Ar Baol : un « diplomet e matematikoù » paket goude bezañ laeret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : « N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra », an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, LA BAULE, Local, Pornichet, Société

Ar Baol/Pornizhan : an div genitervez estrañjour a « weladenne » tiez e-pad an hañv

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un Aljerian diskred warnañ bezañ bac’het e wreg hag e vugale ha skoet ganto e-pad bloavezhioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Immigration, Local

Gwenrann : Dindan OQTF, an Aljerian kondaonet evit trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Fuzuilhadeg e bro Felger : daou zen dirak ar barner

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Ar Groazig (44) : laeroñsioù, tiez ha biggi skwatet, un Aljerian dindan OQTF kondaonet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky