E-keit ma oe ar gaochisted é pennfoliñ get ar lezenn àr an enbroerezh, e oe barnet hailhoned a-zirak lez-varn Gwened aveit aferioù a drafikiñ dramm. « Kerkadoù 2 » a zo bet groeit ag ar prosez-mañ hag a achuas d’an 19 a viz an azvent. 18 tamall a oe edan sell ar barner. Unan anezhe ne oe ket amañ : Roberto Blanchedent-Moreno, paotr ar C’hap-Glas, a oe bet serret ‘ba Marrakech e 2018.
Get e vreur hag e « skipailh » e voe mestr àr an trafikiñ dramm ‘ba Gwened e-pad bleadoù.
Tapet zo bet 10 blead prizon get Roberto ha 3 blead get e vreur Ricardo hag a zo aflijet dibaoe m’eo oeit e oto ‘b’ar fogel e-pad ur freuz fregiñ etre trafikourion.
An daou-se n’int ket daet d’o frosez memes. Forzh penaos emaint ‘b’ar prizon aveit aferioù arall dija.
Ar peurrest a skipailh ar breudeur Blanchedent en deus tapet kastizoù etre 6 miziad ha 3 blead.
Dibaoe m’emañ ar breudeur Blanchedent ‘b’ar prizon zo ur skipailh arall en deus kemeret penn an trafikiñ dramm e Kerkadoù. Tud ag ar C’haokaz reve kont.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine