Daou Strasbourgad a zo bet serret d’an 31 a viz here e Sant-Malou gant an archerien. En o c’harr-tan zo bet kavet ur garabinenn hag armoù yen a bep , ur vouc’hal paneveken.
Trafikerien ? Dealers ? N’eo ket sur rak chalet eo an archerien gant un dra : gwelet eo bet unan anezho o rodal tro-dro savadurioù publik eus Sant-Malou. Hag ur gwall-daol a oa war ar stern ?
Furchet eo bet e-barzh un ti eus Strasbourg hag armoù a zo bet kavet ennañ ivez.
E miz du e oa anv gant an archerien eus ur « raktres a wall-daol » hervez Le Pays Malouin. Bremañ e vefe evezhiekoc’h ar polis war ar point-se.
Met peseurt doare Alzasianed e oa ? Gwir alzasianed pe Alzasianed eus ar su-pellañ ?
Da c’hortoz emañ an daou « Strasbourgad » en toull-bac’h.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine