Setu un istor evel ma zo e-leizh bremañ : un tad dispartiet a glask gwelet e vugel hag itrikañ a ra ar vamm evit ma vefe troc’het al liammoù etre an daou.
Met ar wech-mañ eo bet feuls an tad ha dreist-holl e klaskas teurek ar bec’h war ar justis gall hag a vefe « gouennelour ». D’an 22 a viz c’hwevrer e tegouezhas ar paotr-mañ, 34 bloaz, dirak ti-skol e vab, 4 bloaz, ar skol Waldeck-Rousseau eus Sant-Nazer. Dispartiet eo diouzh ar vamm ha tremen a ra fall an traoù etrezo. Ur gwazh nevez he deus hi hag emañ e toug memes.
Fellout a ra d’ar gwazh, un Armenian, kemer e vugel. Gant e dud emañ hag inervet eo tout an dud. Dre ma n’eo ket e zeiz da vont da gerc’haat ar bugel e pellgomz ar renerez d’ar vamm hag a erru gant e vignon nevez. Setu prest eo pep tra evit ma tarzhfe an traoù ! Ha tarzhañ a reas ! Feuls eo bet an Armenian, ken feuls all e dud, a-benn ar fin e voe bountet ur skoazellerez hag a gouezhas div wech war al leur. Bremañ c’hoazh eo dav dezhi kaout ensiladurioù evit sognal he askorn belost. Toullet eo bet ar grilhaj, spontet ar vugale o welet tud o skeiñ ouzh ar prenestroù.
Petore luziasenn ! Hag an daou wazh, an hini nevez hag an hini kozh, oc’h en em damall an eil d’egile da vezañ pitouchet ar bugel. Klemmoù a zo.
Met, dre vras e seblant an Armenian bezañ un tamm trelatet. Betek arguzenniñ eo « gouennelour ar justis gall ». Gouennelour a-enep piv ? An Armenianed ? A-enep ar re wenn dre vras marteze…
A-benn ar fin eo bet kaset dirak al lez-varn d’ar 24 a viz du. Gant ar vamm ha gant tud ar skol.
N’eo ket bet embannet ar varnadenn goude un hir a zevezh, ken hir ha luziet eo bet an divizoù. E miz genver e vo barnet da vat an afer.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
4 réponses à “Sant-Nazer : « gouennelour eo ar justis gall ! »”
Rien compris
Et vous vous en vantez de n’avoir rien compris ! ?
vous pouvez utiliser un traducteur en ligne https://niverel.brezhoneg.bzh/fr/troer/
Aveline , apprenez le Breton, langue de la Bretagne, et vous accroitrez à la fois votre culture et vous sentirez mieux dans votre cadre de vie, dont les noms des lieux et de gens parlent le breton en public, contrairement hélas aux bretonnants, nombreux certes, mais qui trainent cette richesse comme une tare gênante et ne le parlent qu’en cachette. Relisez aussi « portrait du colonisé » d’Albert Memmi.