Ma’z a mat an traoù e vo sinet live 2 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » gant kuzul-kêr Naoned digwener a zeu ! Ar miz-mañ eo bet gwiriekaet gant an Ofis an traoù lakaet e pleustr evit tizhout al live 1, neuze emañ an ti-kêr e soñj mont d’al live uheloc’h.
Peseurt obererezhioù nevez a vo lakaet e pleustr neuze ?
– Plakennoù straed nevez e kreiz-kêr hag er c’harterioù
– Ur steuñv stummañ evit lakaat an implijidi kêr da zeskiñ hor yezh
– Kemer e kont ar yezh pa vez titlet animatourien er c’hreizennoù merret gant an ti-kêr
– Aozañ prantadoù tañva d’ar brezhoneg er magourioù
– Sevel ur vagouri e brezhoneg
– Kaout skoazelerezhed a oar brezhoneg er skolioù divyezhek
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine