N’eo ket mui Pierre Aristouy gourdoner an FC Naoned abaoe an 29 a viz du. Skarzhet eo bet gant e skipailh gant Frank Kita hag e vab. Jocelyn Gourvennec a zo bet anvet d’e blas.
Aristouy a oa lagad ar Gitaed warnañ abaoe un nebeut matchoù kar ne zeue ket a-benn ar skipailh melen ha gwer da c’hounit ken.
Erruet e oa Pierre Aristouy e penn ar skipailh unan e miz mae 2023 pa voe skarzhet Antoine Kombouare diwar re a drec’hidigezhioù. A-raok e oa e penn skipailh an U19.
Ar Breizhad ha Brestad Jocelyn Gourvennec a oa dilabour abaoe miz even 2022 pa voe skarzhet eus Lille. A-raok e vefe roet e sac’h e oa bet deuet a-benn da dizhout 8vet gourfen ar Champions League gant e skipailh memestra !
📄 Communiqué du Club.
— FC Nantes (@FCNantes) November 29, 2023
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine