Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazer : krogad etre poliserien ha trafikerien dramm er Bouletterie

Emañ kêr Sant-Nazer o vont da rip. An trafikañ dramm, an disurentez a zo o vreinañ spered ha kalonoù Nazeriz. Kement ha kemer ur skouer : karter ar Bouletterie. Deuet eo da vezañ hini an trafikoù a bop sort. N’hall ket mui ar poliserien mont ‘barzh hep bezañ taget gant hailhoned hag a zo hardizhoc’h-hardizhañ. D’an 08 a viz du e klaskas ar boliserien diskenniñ kalonek d’an 23 alez Barbara. Anavezet mat eo ar chomlec’h-mañ e Sant-Nazer evit bezañ ur lec’h ma vez hailhoned o werzhañ kaoc’h noz-deiz.

Kerkent ha erruet e penn an alez e krogas ar gederien da huchal. “Chouf chouf wesh wesh”. Ha setu an drafikerien hag ar gederien oc’h en em strewiñ er seizh avel. Eüruzamant, un dealer a risklas war al leton gleb ha daou d’ar bidouf ! Drogach a oa gantañ.

Met a-raok kas anezhañ d’ar c’homiserdi o deus ar boliserien bet braoz ouzh e gomperien. Hag int o chetañ mein gant ar c’hargidi ! Hag an dealer paket o c’hoari ar sac’h goulo (“ha ne chom ket en e sav” evel ma ouarit) evit lakaat diaes ar boliserien. A-benn ar fin e rankjont ober gant o LBD ha grenadennoù dic’hronnañ.

Kondaonet eo bet ar paourkaezh choig, ur penn-dramm  anezhañ, da prederiañ e-pad bloaz war e damm buhez truezus e toull-bac’h Naoned gant lez-varn Sant-Nazer.

Hag e-keit se emañ e gomperien o kendalc’her gant an trafikañ d’an 23 alez Barbara ha tro-dro !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : redadeg-oto etre an hent-tro hag ar Blosne, un den diskred warnañ serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : 14vet taol polis en Trebal abaoe miz gouere a-enep an dramm, un trafikour parizian serret

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

Kemper : Ur chanter a-stroll e Ti ar Brug

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Loudéac, Patrimoine, Tourisme

[Pegen brav eo Breizh] : an tri feulvan eus Perfao e Sant-Vran (Bro Menez)

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine, Religion, Société

Hengoat (Bro Dreger) : un iliz o kouezhañ en he foull

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Kernevez-Raez (44) : piv a laka tan er parkoù ?

Découvrir l'article

Dol de Bretagne, E brezhoneg, Justice, Local, Société

“Serge eus Paris”, trafikour dramm a vicher, a sko gant ur vaouez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : “N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra”, an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, VANNES

Gwened : ar vaouez oe un trafikourez dramm !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, QUIMPER

Ya d’ar brezhoneg : daou embregerezh kehentiñ eus Kemper o deus sinet ar garta !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky