« Mor-laeron ! »
Anavezet mat eo ar vruderezh Tipiak gant ar mammoù-kozh bigoudenn oc’h estlammañ
E su al Liger-Atlantel, e Sant-Enion-al-lenn-veur, ez eus un uzin Tipiak. E gwerzh eo an uzin-mañ rak Tipiak a zo o klask ur c’hevraneger nevez. Ha padal n’en deus ket dienez an embregerezh ! Hervez un rentañ-kont embannet ganti emañ ar c’hengreadur en e uhelañ !
Kinniget eo bet gant ar CGT da adbrenañ an uzin e-lec’h gwelet anezhi gwerzhet d’ur « mor-bleiz an arc’hant » nevez ! Ur podad Leetchi a zo bet lañset memes evit rastelat arc’hant. E miz gwengolo zo bet kaset ul lizher kinnig prenañ d’ar bank Macquarie Group gant ar CGT. Er lizher e oa displeget ar rak hag ar perak : « piv a anav gwelloc’h an embregerezh tipiak egedon ? » a oa skrivet el lizher-mañ paneveken. Hag ar CGT da zisplegañ e vefe moaien paeañ ar goprerien « 2000€ d’an nebeutañ » ha labourat « 32 eurvezh bep sizhun » ha mont war al leve « da 55 vloaz » mui traoù all.
Evit lakaat e pleustr ar program-mañ en do ezhomm ar CGT da zastum arc’hant evel ur mengleuzier, avat. Ha pell emañ Yann diouzh e gazeg c’hoazh : d’an eur ma skrivomp ar pennad-mañ eo bet rastelaet 205€ nemetken. 7 den o deus roet ur gwennegig.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Sant-Enion-al-lenn-veur (44) : ha ma vefe adprennet Tipiak gant e c’hopraerien ?”
ar mammoù-kozh bigouter !? Bigouter evit ar baotred, Bigouden evit ar merc’hed !
Ha gant daou N eveljust…