E karter ar Meilhoù Glas e Kemper ez eus ur skol evit ar « vinored digenvez », da lavaret eo minored afrikan pe arab hag a zo bet lakaet war ur bark bennak ha kaset er-maez bro gant o zud evit en em zizober dioute. Pe paotred tapet o 30 vloaz gante met, dre m’o deus distrujet o faperioù, e reont neuz da vezañ krennarded evit gellet bezañ moumounet gant ar stad gall ar pellañ ma c’hallont.
Gant ar gevredigezh 29 couleurs e vez merret ar skol-mañ. He fal : sikour ar « vinored digenvez » pe tud anvet e-giz se tro Kemper.
A-raok Kemper e oant e Paris pe Nice met kaset int bet da Vreizh peogwir ez eus re a dud evelte eno. An « tremenadur demografek » en deus lavaret Emmanuel Macron, gouzout a rit. Da lavaret eo ne vez ket graet bugale a-walc’h gant ar re wenn neuze eo seurt paotred a gemero hor plas hiviziken. E-barzh gwele hor merc’hed, e-barzh hor embregerezh, e-barzh hon tiez.
E Kemper e vezont maget ha lojet er leti Dupleix gant ar C’huzul Departamant. N’eus ket arc’hant a-walc’h evit ar vretoned met gouzout a reomp bremañ pelec’h ha penaos e vez dispignet gweneien ar servijoù sokial !
Met n’eo ket a-walc’h ! Goulenn a ra ar c’hevredigezhioù gaochist e vefe graet muioc’h war o zro ! Ret e vefe sikour gante evit a sell ouzh ar spered rak kudennoù psikologel o dez, kudennoù yec’hed ivez. C’hoant o deus ar c’hevredigezhioù e vefe kavet lojamantoù cheuc’hoc’h evite ivez rak ul leti n’eo ket chik a-walc’h…
Hag e-keit se ni, gwir vretoned, n’hon eus ket daou wenneg da deurel ouzh toull ur c’hi !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine