24 vloaz eo an Albaniad. Kavet en deu un dousig e Minieg-Morvan, nepell eus Sant-Malou. Mont a rae da gousket e ti he zud ingal. Ya met un deiz e krogas tad an dousig da balat ar jardrin ha petra a gavas en douar ? 29 000€ !
Pa voe serret gant an archerien d’an 29 a viz meurzh 2021 e voe kavet ar sammad-mañ mui un alc’hwezh e kambr an daou bichon yaouank. Alc’hwezh ul loch e oa hag ennañ e voe kavet un arm, 1,6 kg a heroïn mui traoù laeret e rannvro Paris. Setu loch un trafikour dramm anat ! Lavarout a reas an Albanad da boliserien ez ae ingal da Izel-Vroioù da brenañ drogach ha da c’hastaouiñ.
Hervez ar c’hargidi polis e vefe ar paotr yaouank-mañ penn-bras an trafikañ dramm e Bro Sant-Malou. Hag unan didruez ouzh e bratikoù hag e implijidi ! Eskemmoù en doa gant Albaniz eus kêrioù all hag a zo mestr war an trafikañ dramm e meur a lec’h. Div wech eo bet kondaonet dija hag abaoe emañ en toull-bac’h n’en deus ket klasket ober e silvdigezh. Er c’hontrol memes ! Daou bellgomzer a zo bet kavet gant an evezhierien en e log !
Chom a raio en toull-bac’h. D’an 29 a viz gwengolo eo bet nac’het gant lez-varn Sant-Malou e c’houlenn da vezañ laosket da vont.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine