Meur a bennad hon eus skrivet diwar-benn ar c’hirri-tan devet ingal e kêr Felger : amañ, amañ hag amañ. Kenderc’hel a ra ar gwall-daolioù ! D’an noz etre an unan hag an daou a viz here ez eus bet lakaet tan e pemp karr-tan c’hoazh ! Unan straed Anatole Le Braz, tri er parkva straed Saint-Lô hag ur samorell straed ar C’hompagnons d’Emmaüs ! Samorell ar Secours Populaire e oa honnezh. N’eus ket mui anezhi.
Servij a rae ar samorell-mañ d’ober troiadoù evit dastum boued evit ar re baour. Dipitet eo an dud a youl vat a labour er gevredigezh. Savet o deus klemm er c’homiserdi rak tammoù eus ur seurt cocktail Molotov a zo bet kavet e-kichen ar c’harr-tan.
Un assac’h en-linenn a zo bet lañset evit sikour ar Secours Populaire da brenañ ur samorell all.
Met piv an diaoul a lak tan er c’hirri-tan e Felger abaoe bloavezhioù bremañ ?
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine