Nep piv bennak a bourmen e galite e kreiz kêr Naoned hag er « c’harterioù » a wel ar stoker eo deuet da vezañ kêr Duked Breizh. Chicago-war-Liger ! E-barzh skipailh Johanna Rolland eo Pascal Bolo a oa e karg eus ar surentez. Abaoe pell e veze burutellet evit e labour hag e zibaboù, dreist-holl peogwir ez a war-gresk ar felliezh e Naoned maget gant an trafikañ dramm hag an enbroerezh. Ha na Pascal Bolo na den ebet e ti-kêr a c’hell anzav an dra-se ken sonn ha dall eo ar sosialisted hag Ar Re C’hlas en o fenn, en o soñj hag en o c’hredennoù war ar sujed-mañ. Evit ar gaochisted eo un dra vat an enbroerezh mod pe vod. Un oukaz eo. Dre wirionez doue.
Met war a seblant eo aet brud Pascal Bolo e ludu. Ne voe ket dibabet evit vont ar renk evit ar votadegoù senedour (pezh a lakaas anezhañ e fulor) ha bremañ n’emañ ket mui e karg eus ar surentez. Diouzh ar pezh a zo bet embannet diriaou tremenet gant Johanna Rolland e chom e karg eus an transportoù ha traoù all met tennet eo bet ar surentez digantañ. Hag ur c’hastiz eo ? « N’eo ket ! » hervezañ. Alato ! Un tamm memestra…
Bassem Asseh an hini eo a gemer e blas. Kentañ eil-maer eo hemañ. Ur vrigadenn chas a vo savet evit « kreñvaat » bezañs ar boliserien e kreiz kêr en deus embannet an ti-kêr diriaou tremenet.
N’eo ket sur e vo awalc’h e-barzh ur ger ma vefe ret kas an arme e karterioù zo !
‼️ #Nantes #bagarre de dealers, rien ne les arrête !#RoyaldeLuxe on vois l'effet Xolo mais toujours pas l'effet @pascalbolo !
Non ça ne va pas mieux à Nantes Commerce c'est pire ! @PoliceNat44 je vous ai appelé vous n'avez pas bougé. pic.twitter.com/G83qSpTLn1— Victoire 🇫🇷🇪🇺🏳️🌈 (@victoireKeravel) September 24, 2023
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine