Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Pondi : ar c’halonour kongolad kondaonet aveit bout gwellaet merc’hied a chom ‘ba prizon

Ag ar C’hongo eo Daniel M’Bey met labouret en doe e meur a ospital e Bro-C’hall hag e e Breizh : Toulouse, Montpellier, Angoulême, Gwengamp ha neuze Pondi. E 2018 en doe gwallaet merc’hied hag a oa klañvourezed dezhoñ e Pondi. D’unan en doe roet ur sort pitorañs aveit he lakaat da gousket. Ha profitet da heul aveit gober e voc’hajoù àrni.

D’ar 15 a viz du e oe bet serret gant an archerion met lakaet a-benn kaer àr-lerc’h edan dro-vrec’h elektronek ‘b’ar gêr. Ha neuze lakaet edan evezh barnerezhel a-c’houde ur pennadig. Profitet en doe a se aveit monet da Orleans ha d’en em staliiñ eno get e wreg hag o seizh krouedur. Daoust ha n’en doe ket mui droed da vout medisin e kendalc’has da labourat èl kalonour ‘ba Orléans ur sort !

D’ar 7 a viz imbril e voe kondaonet da 15 bloavezh a brizon met groeit galv kerkent. Dibaoe se e c’houlenn bout dibrizonet kar ur “c’hrign-bev zo krog ennañ”. Ya met aon o deus ar varnerion e profitahe aveit achapout doc’h ar justis gall ha monet kuit d’ar C’hongo m’emañ e familh é chom.

A-benn ar fin e chomo ‘ba prizon. Forzh penaos ne oa ket daet da lez-vern Gwened d’an 22 a viz gwenholon aveit en em zifenn.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PONTIVY, Société

Pondi : monumant ar c’hevredad anjev-breizhad livet e roz !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PONTIVY, Société

Pondi : ur mennad-petision a-enep an disurentez

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

Desketa, ur benveg digoust evit deskiñ brezhoneg. Un outil gratuit pour apprendre le breton !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Histoire, Local, Patrimoine

Sant-Konan (22) : Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Mirdi ar Rezistañs !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Patrimoine, Société

Bourc’h-baz (44) : Un delwenn eus ar Werc’hez laeret er vered !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, Politique, PONTIVY

Morbihan : an RN ‘ba penn ar jeu ‘ba Logunec’h, Pondi, Sant-Yann Brevele…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Gwenrann : 150 karavanenn er C’hongor !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Pembo (44) : tan er skol kozh, tri den yaouank serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, GUINGAMP, Local, Société

Goudelin (Bro Dreger) : funoù kouevr laeret, tiegezhioù hep internet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Santé, Société

Ar Fentanyl a zo erruet e Breizh (gant Joerjianed !)

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky