Aaaaah, ar « c’houennelouriezh » ! Alies pa vez kaset tud zo dirak al lez-varn e vez komzet ganto a « c’houennelouriezh ». Hag « abalamour da se » o defe skoet gant tud all, evel just.
E Maezon-ar-stêr, e Bro-Vaez, un den a zo bet skoet en un davarn gant daou zen hag a oa pourvezet mat o roll lez-varn. D’ar 26 a viz even 2020 e c’hoarvezas ar fedoù ha barnet eo bet an daou lampon d’an 12 a viz gwengolo gant lez-varn Naoned.
Hervez unan anezho en defe lavaret ar paotr skoet « « le bougnoule il va me payer sa bière », ar pezh a lakaas anezhañ e fulor ha skeiñ gantañ gant ur c’homper dezhañ ha pevar den all. Ur gador a zo bet torret war penn an hini skoet da skouer. Ha lavaret eo bet ar frazenn-mañ evit gwir ? Den ne oar…
Ya met n’eo ket ar wech kentañ e vez kondaonet an den feuls evit bezañ skoet gant unan bennak. 9 menneg a zo war e roll lez-varn dija ha 21 evit e vignon. Ha forzh penaos emañ dija en toull-bac’h evit un afer all.
A-benn ar fin eo bet kondaonet an daou vaghrebian da 6 mizvezh toull-bac’h pep hini? Ur c’hastiz hag a c’hellint ober er gêr dindan dro-vrec’h elekretonek.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine