Poan vlev o deus ar strolladoù dizalc’hour e Bro-Gatalonia. A-raok ar C’hovid ha bonnadur c’hwitet ar Republik e 2017 59% eus ar re yaouank etre 18 ha 24 bloaz a oa evit an dizalc’hiezh. Hogen, 8 vloaz goude, hervez ur sondadeg bet graet e miz gouere, n’eus ket nemet 7% a zizalc’herien a gatalaniz yaouank.
Petra a zo c’hoarvezet etretant ? Kredet o deus ar re yaouank e promesaou ar strolladoù dizalc’hour hag o doa, sañset, « studiet an afer » gant sikour ar « gwellañ breutaerien eus Barcelona ». Ha, dreist-holl e oa sur ar c’henstroll PDeCat + ERC en defe Europa arabadet war ar gouarnamant spagnol. Ar pezh n’eo ket c’hoarvezhet. N’he deus an Unvaniezh Europa graet netra evit sioulaat an traoù ha Madrid a voustras hunvreoù kaer an dizalc’herien hep goulenn an aotre ouzh Bruxelles.
Bremañ emañ kentoc’h Katalaniz yaouank prederiet gant traoù all (ar « c’hlimat », ar gwirioù LGBT, …) eget an dizalc’hiezh ha dañjer zo e trofe an dizalc’herezh katalan evel an dizalc’herezh kebekad : hunvreoù kaer ur c’houlz kozh.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine