Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Douarnenez : taolioù kontell etre gaochisted, un den kondaonet

E Douarnenez (Treboul kement ha bezañ rezis) zo ur “gumuniezh alternativel”. “Kumuniezh ar Roc’hoù Gwenn” an hini eo. Un “ekolec’h” a vez lavaret gant darn. Gaochisted o chom e yourtoù pe karavanennoù kozh, pep a gi gantañ, muzik, boeson ha traoù all.

D’an 31 a viz eost, tro 6e mintin, e tarzhas un emgann etre daou zen. Un eks-kampion kick-boxing hag un den all. Ar bokser a oa deuet da weladenniñ e vestrez kozh hag e verc’h o vevañ er gumuniezh. Eñ a oa bet skarzhet diouti rak re feulz e oa. Hag ouzhpenn-se e vefe paotr ar c’hokain.

Hervez meur a zen en doa ar bokser “spontet” ar gumuniezh e-pad bloavezhioù ha spontet kêr Douarnenez zoken abalamour d’e feulster. E berr komzoù : ur c’hampion !

An deiz-se ne voe ket degemeret mat er c’hamp. Unan eus e vignoned kozh, o well anezhañ, a dapas krog en ur gontell ha skeiñ gantañ. Leun a wad, leun a daolioù gontell e oa ar bokser. Ken e veze gwelet nervennoù e gein !

Met brud fall a zo gantañ ken e voe digor spered al lez-varn dimeurzh tremenet. Ur bloavezh toull-bac’h gant goursez en deus paket, mui traouigoù all.

Hag ur “bed nevez” dijabl diouzh ar “batriarkelezh”, ar “revelouriezh” hag ar “gouennelouriezh” eo seurt kumuniezhoù gaochist ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dol de Bretagne, E brezhoneg, Justice, Local, Société

“Serge eus Paris”, trafikour dramm a vicher, a sko gant ur vaouez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : “N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra”, an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, VANNES

Gwened : ar vaouez oe un trafikourez dramm !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, QUIMPER

Ya d’ar brezhoneg : daou embregerezh kehentiñ eus Kemper o deus sinet ar garta !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine, ST-NAZAIRE

Naoned : ar Maillé-Brézé zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société, Sport

Lid-digeriñ ar C’hoarioù Olimpek : degemer mat en LGBTAfrikistan ! Degemer mat d’ar “Grand Remplacement” kool !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Lamballe, Local, Société

Lambal (Penteür) : un trede klas divyezhek brezhoneg-galleg a-benn an distro-skol

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Locminé, Société

Mourieg (56) : 56 kamera a-benn an dilost-hañv !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

43 stal laeret e Breizh, c’hwec’h rouman serret

Découvrir l'article

CALLAC, E brezhoneg, Local, Religion, Société

Karnoed : overennoù e brezhoneg a vo a-hed an hañv e Sant-Weltaz !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky