Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Ar Bank Bro-C’hall (dam-)laêret e An Oriant : tud arestet e Paris hag e Bro-Spagn

Nag ur souezhenn ! Tud a zo bet arestet e An Oriant, Paris ha Bro-Spagn a-c’houde ar laeroñsi c’hwitet hag a oe bet e Loomis, ur pourchasour a Vank Bro-C’hall ag An Oriant d’ar 05 a viz meurzh. An deiz-mañ en doe klasket ur skipailh laeron-noz gober un toull e mogoer Loomis. Ostilhoù a-feson a oe bet feurmet gante evit he gober met dre ma gornas an alarm e rankjont tec’hout kuit en ur leuskel traoù àr ar leur : ur livn ha dreist-holl tammoù ADN.

Ha ne oe ket dianav an ADN-mañ d’ar boliserion. Hini ur laer anavezet mat gante e oe. Selaouet eo bet e bellgomzer e-pad mizioù hag a-benn ar fin eo bet komprenet get paotred ar polis piv e oe en taol. Tud é chom e Bro-Spagn hag e Paris a oe er jeu. Drogach, armoù, argant a zo bet kavet d’an 29 a viz eost (met embannet eo bet d’ar 5 a viz gwenholon get ar polis) pa fardas poliserion SRPJ Roazhon ha re an OCLO (Office centrale de lutte contre le crime organisé) àr an tier ma oa tout an dud-se é kousket. 11 en holl a zo bet arestet. “Ur skipailh” reve an SRPJ Roazhon.

Paris…Bro-Spagn…drogach…armoù…. peseurt doare tud eo ar re-se ? Tud ar C’hasa del Papel pe tud egzotikoc’h ? Hag ur mennozh ho peus tudoù kaer ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Lamballe, Local, Société

Lambal (Penteür) : un trede klas divyezhek brezhoneg-galleg a-benn an distro-skol

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Locminé, Société

Mourieg (56) : 56 kamera a-benn an dilost-hañv !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

43 stal laeret e Breizh, c’hwec’h rouman serret

Découvrir l'article

CALLAC, E brezhoneg, Local, Religion, Société

Karnoed : overennoù e brezhoneg a vo a-hed an hañv e Sant-Weltaz !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, LANNION, Local, Société

Perroz-Gireg (Bro Dreger) : ur c’hlub evit ar re yaouank distrujet evit an eil gwech !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Sociétal, Société

Kaledonia-Nevez : ar « C’hailh » rannet e daou un deiz bennak ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PONTIVY, Société

Pondi : ur mennad-petision a-enep an disurentez

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

Desketa, ur benveg digoust evit deskiñ brezhoneg. Un outil gratuit pour apprendre le breton !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Histoire, Local, Patrimoine

Sant-Konan (22) : Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Mirdi ar Rezistañs !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Patrimoine, Société

Bourc’h-baz (44) : Un delwenn eus ar Werc’hez laeret er vered !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky