E Gavrus, e Normandi, e-kichen Caen emañ ar vreudeuriezh Sant-Pie X o sevel un iliz. Ha n’eo ket bihan ar savadur : 37 m a hirder, 18m a ledander ha 21m a uhelder ! Mod gotek an Adsav Katolik eus an XVIIvet kantved. 1,6 milion a gousto an iliz-mañ d’an FSSPX. Gant arc’hant ar fideled e vez paeet al labourioù evel just rak, e Bro C’hall, abalamour d’al lezennoù falakr, n’eus ket droad reiñ arc’hant publik d’ar c’hevredigezhioù katolik.
250 gwir gristen a vefe er C’halvados hag erruet kozh e oa ar chapel a roe bod dezho e kreiz kêr Caen betek-henn, setu perak eo bet divizet gant an FSSPX sevel un iliz nevez en departamant. N’eo ket dre zegouezh eo bet choazet Gavrus hag he 555 anneziad. Ur prioldi hag ur skol eus an FSSPX a zo er gumun-mañ dija.
E miz c’hwevrer 2022 o deus kroget al labourioù hag en nevez-amzer 2025 e vo echu, sañset. Sañset rak a-wechoù n’eus ket kalz a dud o labourat war ar chanter o vezañ e vez kaset al labourioù gant ar fideled, artizaned anezhe pe get.
E pep lec’h e Bro-C’hall e vez serret ilizoù met, eus o zu, ar gwir gristenien eus an FSSPX a zigor ilizoù nevez !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
4 réponses à “Nepell eus Breizh, un iliz FSSPX nevez !”
Salv e vefe niverusoc’h niverusañ e-touez ar vrezhonegerien hag ar vretoned d’o heul kristenien ken gredus, met a chomfe katoliked fidel daoust da ziboellerezh ar pab a vremañ.
Un den kredus n’eo ket un den a feiz ! http://www.devri.bzh/dictionnaire/k/kredus/
Gwir eo. Un den gredus = un den leun a startijenn.
http://www.devri.bzh/dictionnaire/g/gredus/