E Dinan e oa bet distaliet ur groaz straed ar Fontaine des Eaux, bet savet e 1910. Ne oa ket en ur stad mat ha poent e oa cheñch anezhi kar n’halled ket he reneveziñ.
War un dachenn brevez e oa, neuze e c’helle ar berc’henned adsevel unan nevez hep ma vefe torret al lezenn war al likelezh.
Galvet eo bet « SOS Calvaires » gant ar berc’henned hag he deus ar gevredigezh kroget ganti. Da gentañ, o deus izili SOS Calvaire renevezet delwenn ur c’hrist en arem eus Pleudehen hag o deus staliet anezhi ouzh ur groaz nevez, graet e koad derv. 5m a uhelder, 2m a ledander, n’eo ket bihan ar groaz-mañ !
Ha d’ar 26 a viz eost eo bet staliet ha beniget ar groaz hag ar C’hrist. War un dachenn brevez emañ met gwelet a reer anezhi eus ar straed.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
4 réponses à “Dinan : ur groaz nevez adsavet evit enoriñ Hor Salver !”
J’y étais ! Une merveille émouvante ! Que ton règne vienne !
Gwelloc’h e vefe lavaret « poent e oa cheñch anezhi » e-lec’h « poent e oa da cheñch anezhi » hag « ar berc’henned » e-lec’h « ar berc’henerien », ne gav ket deoc’h ?
« Ar berc’henned » gant daou n ‘vefe gwelloc’h c’hoazh, ‘gav ket deoc’h ?
Brav eo gwelout Bretoned o reiñ klod da Zoue !