Gant an archerien zo bet tapet ur paotr o vleinañ ur porsche Cayenne war an « hent glas » (etre ar Baol ha Sant-Nazer) d’an 20 a viz gouere. Hag eñ a blante tizh ! 178 km/e e-lec’h an 110 ret. Hervezañ e oa dale gantañ peogwir en doa disoñjet « reiñ louzoù d’e gi« .
Met ne oa ket ar paotr en ur stad mat pa voe serret. Normal, dindan kokain e oa, mui ar CBD evel just.
N’eo ket pinvidik ar paotr hag eñ o vleinañ ur porsche. N’eus ket micher evit poent ha bevañ a ra diwar an RSA. Diwar an RSA ha diwar mammig rak mammig eo a zo perc’henn war ar porsche hag e ti mammig emañ o chom asambles gant e vestrez.
Div wech eo bet kondaonet dija, evit bezañ bleinet hep aotre-bleinañ hag evit bezañ bet dindan kokain. Ar wech-mañ en deus tapet 10 miz gant goursez mui kastizoù. Ar porsche, hi, a chomo gant ar justis.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine