Hag emañ Koedlinez e Breizh c’hoazh ?
Ur gêriadenn eus kreiz Breizh eo, Bro Menez, e reter Loudia/Loudieg eo. Ha padal, pa erruer er bourk, kentañ tra a weler eo an niver a anvioù rouman war ar boestoù lizhiri. Normal eo, e Koedlinez ez eus ul lazhti ramzel : Kermene. Leclerc eo perc’henn warnañ. 5000 den o labourat ennañ noz-deiz. Bretoned a ouenn vat a zo, dreist-holl e-pad an hañv, met malianed a zo ivez (20% eus poblañs Koedlinez) ha dreist-holl Roumaned. E straedoù Koedlinez e vez klevet roumaneg kentoc’h ha n’eo ket galleg pe gallaoueg (e bro C’hallo emañ Koedlinez). Ur c’harter rrom a zo memes e kreiz kêr. Gwelet e vez bandennadoù bugale oc’h ebatal, roumaneg nemetken kenetrezo.
Ur baraer a zo. Hervez ma mignon a zegemer ac’hanon ez brud vat gant e vara ! Siwazh, an deiz ma tremenomp e kêr n’eo ket digor ar stal. Ur folenn baper a zo pe peget, skrivet e galleg warni, e-kichen unan all e… roumaneg ! E vakañsoù emañ ar baraer.
Dirak an ti-post ez eus un ispisiri… rouman ! Bugale, krennarded a zo oc’h abuziñ o amzer dirak, roumaneg etrezo nemetken.
Er gourmarc’hadig just e-kichen ez eus produioù rouman ha malian ivez. Ral an dud o komz galleg er renkennoù, roumaneg nemetken.
Koantig eo ar bourk, tiez kozh. Met gwelet e vez tud ha bugale rous o c’hroc’hen e pep lec’h, er jardrin foran. Babiged rouman e-leizh.
Pimpatrom ar c’hêrioù m’eo bet savet un iliz-veur eus an agroboued enno eo Koedlinez. Gant al labour eo degouezhet charreadoù a enbroidi o klask gounid bara. Ar batroned an hini eo eo o deus degaset anezho, sikouret m’int bet gant an tu-kleiz hag ar « c’hevredigezhioù ».
Hag emañ Koedlinez e Breizh c’hoazh ? N’eo ket sur… Evel Logunec’h pe Pondi eo kêrioù e « treuzkemm demografek ». A-benn 10 vloaz ne vo ket mui bretoned o chom enno.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine