E Bro Sant-Nazer e oa boazet an dud da vont da gonronkañ e « stang ar mengleuz », ur mengleuz dilezet e 2004. Pesketerien a zae ingal ivez da c’hoari gant o gwalenn basketa. Siwazh n’eo ket publik ar stang-mañ. An embregerezh Charier Carrières et Matériaux a zo perc’henn warnañ ha fellout a ra d’an embregerezh sevel, er mengleuz, ul lastezerezh evit lostajoù inertek, lostajoù ar sevel tiez.
Evit hen ober e ranko an embregerezh skarzhañ dour ar stang. Kement hag evit ur poull-neuial olimpek ! Ha n’eo ket mat ar raktres-mañ d’ar re a zo o chom e kichen ar stang evel just, rak ur gêriadenn a zo, hini Revin. Ma vez kaset ar raktres da benn e tremeno kirri-samm a-hed an devezh e-biou an tiez. 40 d’an nebeutañ war un hent ha n’eo ket ledan a-walc’h.
Ur strollegezh anvet « Stop Carrière » a zo bet savet evit stourm ouzh ar raktres. Un amoug a zo bet savet ganti ha kaset da brefed al Liger-Atlantel hag ur petision a zo bet lañset.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine