N’hall ket mui an dud bezañ trankil er gêr e bro Sant-Nazer ! Ur vaouez a oa oc’h ober war-dro he bugel bihan e Kerlede e Sant-Nazer d’al lun 24 a viz gouere. Diskenn a reas gant an diri, ar poupon ganti, ha petra a welas ? Un den a oa en he zi, o laerañ traoù !
En em zigareziñ a reas Yann al laer hag eñ kuit. Galvet gant ar vaouez, ar polis a erruas buan. Ha nepell diouzh an ti e welas beg-e-dok un den war ur varc’h-houarn o vountañ ur varc’h-houarn all. Paotr e zaou varc’h-houarn kea ! Al laer e oa rak kavet zo bet objedoù aet gantañ en ur boubelenn un tamm pelloc’h.
Hervezañ e oa « mezv-dall » an deiz-mañ hag e « felle dezhañ renkañ an traoù » e karrdi ar vaouez evit « ober un tamm chouk ennañ ».
Un estrañjour eo. Kondaonet eo bet ha pa n’eo ket deuet a-benn al lez-varn da gavout e identelezh wir. Un estrañjour hag e vo skarzhet eus Bro-Frañs e-pad daou vloaz. Met, goude-se, « en do droad da zistreiñ ». Biskoazh ! Evit laerañ ar pezh a chom ?
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine