Tremereg (22 – Daoudour) : paizanted o deus manifestet a-enep an « tiez-gwer bio tommet »

Tiez-gwer bio ha n’int ket ekolo a zo anezho, da lavaret eo tiez-gwer tommet abominapl ma vez gounezet boued bio enno. Evel just ma’z eo bio al legumach n’eo ket ekolo tamm ebet ar mod d’o gouneziñ.

Setu perak o deus en em dolpet paizanted ar C’honfederasion Paysanne hag ar GAB22 (ar baizanted bio) d’an 13 a viz gouere e Tremereg en Daoudour (Bro-Zinan) evit sevel o mouezh a-enep ar « bio nann ekolo » produet gant an tiez-gwer tommet. Er gumun-mañ ez eus un atant bio, la Ferme du Coin, gant tiez-gwer met reoù ha n’int ket tommet. Atant dalc’het gant ur c’houplad hag a stourm evit ar « bio ekolo ».

Perak o deus ar baizanted bio savet o mouezh bremañ ? Peogwir eo bet aotret d’an 28 a viz even, gant ar C’huzul Stad, e vefe gwerzhet evel produioù bio ar frouezh hag al legumach produet e tiez-gwer tommet. Difennet e oa bet e-pad ur mare met torret eo bet an diviz gant ar c’huzul stad.

Crédit photo : kont twitter Jonathan Chabert

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky