E Bro Naoned bep hañv e klask an tiez-kêr mirout ouzh meuriadoù termajied a’n em staliañ forzh pelec’h. E Kersoren n’ez eas ket an aotroù maer dizamant ganti ar bloaz-mañ ! Lakaet en deus un embregerezh brevez da arat an dachenn vell-droad ! Ha n’eo ket bet kemeret an diviz-mañ dre zegouezh : ur petision a oa bet lañset gant amezeien an dachenn. Arru eo skuizh tud ar gumun rak bep bloaz e vez meuriadoù oc’h en em staliañ war an dachenn-mañ hag a zo sañset bezañ hini ur skol nevez hag a vo savet warni ar bloaz a zeu.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine