Hiviziken e vez dizamant al laeron ouzh buhez ha madoù an dud. Evit traoù dister e c’hellont terriñ ur werenn-stal, plantañ tan er boutik, laerañ boeson ha gwispid ha tec’hout kuit o leuskel an dud er gampr en em zibab gant ar flammoù
Setu ar pezh a c’hoarvezhas d’an 09 a viz gouere e Sant-Stefan-Meulverzh, e su pellañ Bro-Raez, e Liger-Atlantel. E kreiz an noz eo bet torret gwerenn ar gourstalig « Chez Poly », laeret traoù dister gant an hailhoned ha kuit.
Laeret e oa bet ar c’harr-tan un nebeut a-raok gant an daou zen diveiz ha plantet zo bet tan enni a-raok mont kuit. Kuit da leuskel ADN pe louc’hoù war o lerc’h moarvat.
Eüruzamant ez eo ur pomper rener ar gourstalig neuze e teuas a-benn da vougañ an tan. Savetaet eo bet ar stal ha ken savetaet all an ti e-kichen m’emañ un den en e 92 vloaz o chom ennañ. Gantañ e oa bet savet ar gourstalig !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine