Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazer : laeret en doa nav botez… kleiz !

“Sotoc’h eo eget ma botez kleiz” a vez lavaret e brezhoneg. Hag ar pezh sot aze a jaoj mat ouzh ar skudenn-mañ ! D’an 30 a viz even, evit “vañjiñ Nahel peurlazhet gant ar polis faskour” o doa bandennadoù hailhoned preizhet kreiz-kêr Sant-Nazer. Ur gwir razzia mob Barbaresk ! 24 stal a oa bet gwastet ha “netaet” gant “ar re zaoned eus an douar” Afflelou, ar FNAC, burevioù butun, Foot Locker, Zara, Mc Do, … Plijout a rafe d’ar gaochisted e vefe bet taget pretioù chik, ajañsoù-tiez, arouezioù ar C’hevala aze met… n’eo ket ! Preizhet eo bet “tamploù ar vevezerezh” gant tud ha ne reont foutr-kaer eus ar bolitikerezh hag ar mennozhioù eus an tu-kleiz. Peseurt doare tud e oa ? D’ho soñj… ?

16 anezho a zo bet serret gant ar polis da vihanañ. 10 a zo bet kaset dirak lez-varn Sant-Nazer d’ar sul 2 a viz gouere, minored en o zouez. Ur mailh e oa an hini koshañ. Un tregont vloaz den ha gantañ dija 33 menneg war e roll lez-varn. N’eo ket fall met gallout a ra ober gwelloc’h ! Hemañ a zo bet serret o laerañ sigaretennoù en ur buro butun. Ur gwir bolchevik ! Unan all a zo bet serret gantañ nav botez… kleiz ! Diaes da werzhañ anezho… en ur c’hendalc’h a dud dic’haret marteze…

Tañset int bet holl met da betra ‘servijas ? Kerkent hag an noz war-lerc’h e oa adlañset ar jeu e kreiz-kêr Sant-Nazer. Ha pilhaet stalioù all.

Evit poent n’eo ket bet embannet ar republik micherour ha demokratik eus Sant-Nazer c’hoazh. Met e karterioù zo ez a mat gant an trafikañ botoù chik pe dilhad cheuc’h avat !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Environnement, Insolite, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : 6000 gwezenn plantet war ur fraost industriel kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : tri zrafikour louzoù dibaper kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Justice, Local, Société

Gwenrann : ar c’hlasker-bara yaouank kondaonet a gunuj e varner

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ur voskeen he deus galvet e fideled da votiñ “evit gwellañ mat deomp”

Découvrir l'article

Animaux, Local, ST-NAZAIRE, Vidéo

Dolfined el Liger ! [Video]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Noaz, feuls, kaoc’h warnañ, dindan dramm : un Marokan sot da stagañ e komiserdi Sant-Nazer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Tan a zo bet lakaet en ur ranndi eus Sant-Nazer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : forbanet eus Liger-Atlantel, serret eo an trafikour mahoran e… Sant-Nazer !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Liger-Atlantel : kondaonet eo bet “laerez al letioù”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : “sponter ar goñversanted” kaset da strakal brulu pell eus Sant-Nazer

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky