Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Bed ar brezhoneg : derc’hel ar banniel dirak ar c’haochisted !

Emañ Bro-C’hall o tarzhañ. Oh, deiz pe zeiz e vo echu gant an taolioù-dispac’h a zo er mare-mañ. Emañ ar gouarnamant o varc’hatañ gant an imamoù pe an drafikerien dramm a zo mestr war karterioù an enbroerezh, ken sur ha tra. Prenañ ar « peoc’h sokial » ha laoskel tiriadoù zo dindan beli an enbroidi, setu ar pezh a vez graet abaoe pell ha n’eo ket bremañ e cheñcho. Aon en deus Emmanuel Macron e vefe tomm a hañvezh er bannlevioù ha prest eo da blegañ dirak forzh peseurt aotrouniaj a c’hello sioulaat an traoù.

Gant an islamisted hag an drafikerien dramm e vo lavaret pa vo echu gant an ehan c’hoari ha n’eo ket gant ar prefetioù polis. rak n’eo ket mui lezennoù Bro-C’hall a zo o talvezout enno, lezennoù an islam hag ar « cité » ne lavaran ket.

Met piv a c’hounezo traoù eus ar c’houlzad-amzer-mañ a-benn ar fin ? Ar re a zo a-enep an enbroerezh, sur ha n’eo ket marteze. Bemnoz e vez jeu e Bro-C’hall hag e Breizh. Bemnoz e vez lakaet tan e kirri-tan, skolioù, tiez-kêr ha me oar c’hoazh. He skuizh eo ar bobl gant-se. N’on ket sur e vo gounezet mouezhioù ha levezon gant LFI. Ha koulskoude e vez graet o seizh gwellañ gant ar Velanchonisted evit skuilhañ eoul war an tan. Met n’o deus ket komprenet eo « dioted talvoudus » anezho. Ha n’o deus froutr-kaer an hailhoned eus « kengej ar stourmoù ».

Rak n’eo ket un dispac’h sokial ar pezh a zo o c’hoarvezout er mare-mañ e Bro-Frañs ez eo. Un dispac’h etnek ne lavaran ket !

Abaoe ar bloavezhioù 70 emañ bed ar brezhoneg dindan krog ar c’haochisted. Emañ dalc’h bed ar brezhoneg hag ar bed sevenadurel e krabonoù an diaoul e gerniel ruz (fin, n’eo ket mui ruz, « roz pailhour » ne lavaran ket !)

Met emañ an traoù o cheñch. E skolioù divyezhek zo n’eo ket c’haochisted a zo ouzh ar stur. Hag e kentelioù-noz zo, ne vez klevet anv eus ar froudennoù LGBT, pell alese. E kêrioù zo eo mignoned deomp a zo o kas an traoù war-raok ha n’eo ket ar « rummad-oad turlututu », muioc’h tutu eget turlu, wokisted ragn hag all !

Dav eo kenderc’hel e-giz se ! E bed ar brezhoneg met ivez e bed ar gallaoueg eo deomp-ni da aozañ kentelioù, stajoù, da sevel skolioù, da vezañ mouezhioù ha drammoù hor yezhoù e lec’h-mañ-lec’h.

E bed an iliz ez eus muioc’h-mui a draoù graet e brezhoneg ivez gant fideled o kinnig oferennoù, kampoù evit ar re yaouank, kentelioù hag abadennoù e brezhoneg. Pe o treiñ dokumantoù zo e brezhoneg. Hag amañ ivez n’eo ket mui ar gatoliked eus an tu-kleiz a zo o luskañ an traoù, dreist-holl e-touez ar re yaouank. Er c’hontrol eo kentoc’h tud troet war ar « gizioù kozh », an « Hengoun ». Tamm-ha-tamm emañ ar fals-relijion, relijion ar c’haochisted mod Témoignage Chrétien/Télérama, o koll tachenn.

Dalc’homp uhel hor banniel, ar Gwenn-ha-Du, ha n’eo ket an Du ha Ruz pe an LGBT-ha-du ! Kendalc’homp e-giz-se ha gounezomp douareoù nevez e bed ar brezhoneg hag er gevredigezh vreizhad a-bezh ! Arabat kaout aon rak Spont Bras ar wokisted. Ha kredomp lavar sklaer hor mennozhioù. E bed ar brezhoneg ez eus muioc’h-mui a dud o krediñ gwelet ha lavaret ar memes traoù ha ni. Emañ an Emsav eus an tu-kleiz o kregiñ gant e basion !

 Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Bed ar brezhoneg : derc’hel ar banniel dirak ar c’haochisted !”

  1. Ne welan ket ar gleizelourien o kilañ en Emsav ar brezhoneg, siwazh. Anv a rit eus « bed ar gallaoueg » a vije ivez o treiñ kein d’ar gleizelouriezh : ne gav ket din e vije gwir paz int skoaziadet-mik gant B4 sokialour, ha kudenn brizhgalleg ar gallaouegoù n’he deus netra da welout gant kudenn hor yezh vroadel.

Soutenez Breizh-info

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Société

Arte Junior explique l’élection de Trump aux enfants : une pur exercice de propagande

hongrie_revolution

International

La Hongrie défend sa loi de protection des enfants face à la pression de certains dirigeants de l’Union européenne

Sociétal

« Veuillez mourir ». Quand Gemini, l’IA de Google, dérape face à un être humain

Sociétal

Retour à Crépol, un an après la mort de Thomas : la mère de Nicolas tué par balles quelques mois après, se confie [REPORTAGE]

Immigration, Sociétal

Immigration : est-ce que la méthode Retailleau commencerait à porter ses fruits ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Ar Releg-Kerhuon (29) : Dindan OQTF, dindan boeson met o tagañ an dud gant kontilli !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Petra ? Petra ? An dilennidi eus ar C’huzul departamant 35 o deus manifestet ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Un delwennig en enor da Vartial Ménard o vezañ kizellet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ar Menez (44) : 61 Rrom e-kichen an dachenn vell-droad, petra ober gante ?

Découvrir l'article

Local

Hommage à Alan Viaouet, fervent défenseur de la cause bretonne

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Religion, Société

Norzh Bro-C’hall : Div dolzenn aour evit saveteiñ an iliz

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Liger-Atlantel : div gumun videogwarezet

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine

Limousin : an Oksitaneg war e varv

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire

Marion du Faouët : brigande bretonne et héroïne populaire

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky