Komzet e vez brezhoneg er vreserezh « La Fréheloise » e Frehel (22) ! Eviti da vezañ staliet en ur gumun eus Bro-C’hallo (Penteür) eo bet dibabet gant Youenn ha Sylvie Pibot da sinañ ar garta Ya d’ar Brezhoneg e anv o embregerezh. Troet eo bet ganto roll ar bieroù ha lec’hienn an embregerezh e brezhoneg
Anavezet mat eo Youenn Pibot e Bro-Zinan evit ar pezh a ra evit ar brezhoneg. Gantañ eo e oa bet lañset ar rummad bieroù « Erminig », « Dukez ruz », « Rouanez a galon, « Gwadinig » hag all, gant o ziketennoù e brezhoneg.
La Fréheloise / Straed ar Piece Monsieur / 22240 Frehel
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Frehel : ur vreserezh ma vez degemeret ar pratikoù e brezhoneg”
Setu aze tud a galon na lakaont ket hor yezh vroadel e live ar parlantoù didalvez a veze komzet gwechall e reter ar vro. Gourc’hemennoù dezho. Pep hini ac’hanomp a c’hell, bemdez-Doue, ober un dra bennak evit ar brezhoneg.