Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Naoned : “C’hoarioù Breizh” a c’houlenn arc’hant digant ar vretoned evit saveteiñ… an abadenn drag queen !

Ur gouel sportoù e oa “C’hoarioù Breizh” sañset ha, tamm-ha-tamm, e tro da abadenn LGBT ! “C’hoarioù Breizh” zo anv ur gouel hag a vo dalc’het e Naoned eus an 30 a viz even d’an 9 a viz gouere.

Arc’hant a zo bet lakaet er jeu met gwellaer betek re e oa bet ar gevredigezh e-karg eus ar gouel rak goulennet e oa bet ur sammad arc’hant digant an departamant Liger-Atlantel hag, a-benn ar fin, o deus bet an aozerien…. an dekvedenn eus ar sammad-mañ ! Ur sapre toull er c’hef aze !

Ur galv a zo bet lañset d’ar vretoned evit reiñ pep a skodenn. Hag ur bern bretoned o deus roet gwenneien hep klask gouzout pelloc’h.

Rak un dra ne oa ket bet lavaret d’ar brofourien : Saveteiñ an abadenn Drag Queen Amann da gentañ gant an arc’hant rastellaet e oa ar pal ! Ha n’eo ket arvestoù-all, breizhad evit gwir ! Da lavaret eo e vo gwelet ur show drag queen gant an arvesterien met n’eo ket sur e c’hello sonerien ar bagadoù ha dansourien ar c’helc’hioù keltiek dibunañ e kreiz kêr Naoned ! Ar baotred treuzwisket e gisti, ya ! Met ar sonerien, marteze !

Ha talvezout a ra ar poan da reiñ arc’hant da C’hoarioù Breizh d’ho soñj ?

Crédit photo : tapadenn skramm C’hoarioù Breizh

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Naoned : “C’hoarioù Breizh” a c’houlenn arc’hant digant ar vretoned evit saveteiñ… an abadenn drag queen !”

  1. claude kerbiriou dit :

    “Talvezout a ra ar boan” et non pas “talvezout a ra ar poan”

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un Aljerian diskred warnañ bezañ bac’het e wreg hag e vugale ha skoet ganto e-pad bloavezhioù

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned/Brest : leusket en doa e vab e-unan e Naoned evit mont da werzhañ dramm e Brest !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Politique

Naoned : div vanifestadeg evit Breizh adunvanet !

Découvrir l'article

Insolite, Local, NANTES, Pornic, Sociétal, Société

Machecoul (44) : un spectacle de drag queens pro Nouveau Front Populaire pour la fête de la musique

Découvrir l'article

Insolite, Local, RENNES, Sociétal, Société

Cesson-Sévigné : des drag-queens voudraient participer aux animations du relais pour la Ligue contre le cancer

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, NANTES, Société

Tagoù, gwerennoù drailhet, arsavioù bus diskaret : un devezh a vanifestadeg e Naoned

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Liger-Atlantel : kondaonet eo bet “laerez al letioù”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : ur genstrivadeg a zibunañ ar c’horan

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Maloù Gwersac’h (44) : freuz fregañ mod 93 e Briver !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky