Setu ar pezh a c’hellas gwelet an dud, ar familhoù, ar vugale e kreiz kêr Vrest, straed Jean Jaurès, dimeurzh 6 a viz even, war greiz an deiz : daou zen oc’h en em kontellañ, daou zealer anavezet mat gant ar polis, evit un afer dramm evel just.
Ur marokan dibaper e oa an hini kentañ. Un Opinel a oa gantañ mui ur sammad arc’hant. Hag er boubelenn en e gichen zo bet kavet eizh barrennig kannab. Kaset eo bet d’ar greizenn dalc’h eus Roazhon. A-raok bezañ skarzhet un deiz bennak emichañs met n’eo ket sur tamm ebet rak « ar c’hevredigezhioù » a vez o rodal tro-dro d’ar greizenn-mañ.
Ur c’hlasker-bara oa egile. Anavezet mat gant ar polis eñ ivez. Nac’hañ a reas pep tra met kannab a oa gantañ hag ur gontell evit troc’hañ bara a zo bet adkavet en ur armel tredan just en e gichen. Un taol-degouezh moarvat !
E miz genver e vo galvet an daou gañfard dirak ar barner.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Brest : daou zealer oc’h en em gontellañ e kreiz-kêr”
Une faute dans le titre : « en em kontellañ » devrait s’écrire « en em gontellañ ».
En effet, il y a toujours une mutation après EN EM. : en em walc’hiñ, en em c’houlenn, en em zifenn…