Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Puñsel (44) : un tad kondaonet evit bezañ roet ur flac’had d’e vab

Betek pelec’h ez aio an “desaverezh pozitivel” ha “madelezhus” ? Gant lez-varn Naoned, d’an 22 a viz mae, ez eus bet kondaonet un tad hag en doa roet ur flac’had d’e vab.

E Puñsel e oa ar familh e miz gwengolo 2020 ha treuzet e oa bet an hent gant ar paotrig hep sellet a-zehou hag a-gleiz a-raok. Gantañ e daou vreur ha c’hoar ! En em lakaet en doa en dañjer neuze, eñ hag e re ! Ha koulskoude e oa bet lavaret sklaer gant an tad en a-raok e oa arabat dezho treuziñ an hent.

Ya met disklêriet e oa bet an tad gant skol e vab ! Ar vestrezed o doa kredet “saveteiñ ur bugel en arvar” dre bellgomz d’ar servijoù sokial moarvat. Tri bloaz goude setu an tad dirak ar barner… Gant ar vezh !

Ha piv eo an tad-mañ ? Hervez “L’Eclaireur de Châteaubriant” e tesav e vugale e-unan rak “aet eo kuit ar vamm” ha ganti forzh penaos ne oa tamm reolenn ebet er gêr. Bremañ e fell dezhi “adober he buhez en ur vro all” met hep he bugale. Ah ? Peseurt bro ? En tu-all d’ar mor kreizdouarel ?

Bremañ en deus aon an tad kastizañ e vugale hervezañ. Aon rak ar justis hag ar servijoù sokial.

A-benn ar fin eo bet kondaonet met diskarget deus e gastiz rak un tad mat eo. Ret e vo paeañ 500€ d’e vab disentus memestra.

Ha souezhus eo ez eus muioc’h-mui a vugale diseven hag hep tamm reolenn ebet er gevredigezh a-vremañ ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine, ST-NAZAIRE

Naoned : ar Maillé-Brézé zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un antifa kondaonet evit bezañ skoet gant poliserien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, REDON, Religion, Société

Redon : partiet eo an Tro Breizh !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un Aljerian diskred warnañ bezañ bac’het e wreg hag e vugale ha skoet ganto e-pad bloavezhioù

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned/Brest : leusket en doa e vab e-unan e Naoned evit mont da werzhañ dramm e Brest !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Politique

Naoned : div vanifestadeg evit Breizh adunvanet !

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, NANTES, Société

Tagoù, gwerennoù drailhet, arsavioù bus diskaret : un devezh a vanifestadeg e Naoned

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Liger-Atlantel : kondaonet eo bet “laerez al letioù”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : ur genstrivadeg a zibunañ ar c’horan

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky