Tamallet int da vezañ gourdrouzet ur poliser goude bezañ laeret traoù « gant feulster » e Sant-Malou : ur c’houplad a « gantreourien » a oa dirak lez-varn ar « cité corsaire » d’ar 26 a viz mae.
Ur paotr, ur plac’h. A-gouplad abaoe 3 bloaz, o chom en ur garavanenn staliet war tachenn an dermajied e Dinarzh. Ar paotr a oa en toull-bac’h betek miz c’hwevrer dija met evit aferioù all. Forzh penaos emañ hir e roll lez-varn, hag eñ 22 vloaz nemetken. Yaouankoc’h eo hi, 19 vloaz, ha skañvoc’h he doser. Da c’hortoz o frosez o deus goulennet an daou yaouank bezañ dibrizonet. C’hoant gant o breutaerien kaout un tamm amzer evit prientiñ mat an afer.
Siwazh dezho ne fell ket da brokulor ar Republik leuskel anezho da vont. Un trede forban a zo en afer, ur mous, hag aon en deus en em welfe an daou gomper a-raok ar prosez.
Goursez e oa gant ar paotr, neuze e tivizas al lez-varn e vo gortozet ar prosez gantañ er bidouf. N’eo ket anavezet ar plac’h gant ar justis neuze e c’hello bezañ laosket da vont, dindan dro-vrec’h elektronek avat.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine