Laeret e oa bet delwenn Sant-Jaoua, ur sant breizhad ma’z eus unan, en e chapel eus Plouvien, e Bro-Leon. Met pegoulz ? Den ne oar, disul tremenet nemetken, deiz ar pardon, e oa bet stadet al laeroñsi gant ar fideled o tont er gouel. Dilun e teuas implijidi ar gumun da netaat al lec’h ha sellet e-barzh ar feunteun gant al labourerien. Awenet gant ar spered santel ? En dour e oa Jaoua ! Torret dre an hanter siwazh.
Ha kouezhet e vefe bet e-unan ? O c’houzout emañ staliet Sant-Jaoua a-us d’ar feunteun… « N’eo ket posubl ! » eme an ti-kêr. Tennet eo bet diwar he sichenn. Met re bounner e oa marteze evit al laer ha ne voe ket ar paourkaezh paotr gwan (gantañ un ene ken gwan all ‘m eus aon !) evit mont kuit gant an delwenn.
Emañ ar chapel (XVIvet kantved) o paouez bezañ renevezet.
Savet en deus klemm an ti-kêr.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Plouvien (Bro-Leon) : Sant-Jaoua adkavet !”
Un istoer fentus é rag a benn-er-fin, sant Jaouan e zo én dro genom, mêm hanter!