Normalamant e vez mennet tud eus an tu-kleiz gant an ideologiezh « No Border ». Ur gouel muzik a zo dindan an anv-se e Brest pep bloaz da skouer. Hervez an ideologiezh-mañ e dle gellet an holl dud mont d’ur vro d’eben hep ma vefe tamm harz ebet. Lakomp ! « No border » marteze met « Yes Bordel » ! N’eus ket nemet gwelet penaos emañ an traoù en hor c’hevredigezhioù european…
Gant « tud ar jener » eo un afer all. N’eus tamm harz ebet tro-dro d’ar broioù met harzoù nevez a rank bezañ savet er gevredigezh. Harzoù etre an dud, harzoù etre ar jenerioù ! Setu ar pezh a vez skignet er mare-mañ er metoù « treuz » da skouer :
Gwechall e veze rannet ar manifestadegoù dre strolladoù politikel pe sindikel. Pep hini gant e vannieloù, gant e c’hitonioù, normal.
Bremañ e vez rannet ar manifestadegoù dre « jener » pe dre « wander » (ar re vouzar vs ar re n’int ket). Notit mat : E finfoñs ar vanifestadeg e vo an dibunadeg « sioul », da lavaret eo ar re « vresk », ar re ne fell ket dezho bezañ direnket gant an trouz. En ur vanifestadeg ! Met bremañ dav eo teurel evezh ouzh « yec’hed spered » an dud, gouzout a rit ha diouzh ar c’hiz eo da vezañ « gwan a spered », neuze…
Ar pezh a zo sur : ne gomprenan ket penaos e c’hello bevañ asambles ha stourm asambles an LGBT hag ar re lakaet diaes gant al lezenn « Asile et immigration », da lavaret eo an enbroidi o tont eus Afrika pe ar broioù arab pe muzulman. Aze, ne gomprenan ket. « Kengej ar stourmoù » ? Ah ah ah ! Aon ‘m eus e vefe stanket daoulagad an LGBT war ar poent-se… met kement-mañ ne sell ket ouzhin !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine