Diriaou tremenet o deus micherourien Ouest Bedding, un embregerezh eus Felger, diskroget gant al labour : Goproù uheloc’h e reklemont. Evel bep bloaz e oa bodet ar sindikadoù ha pennoù bras an embregerezh tro-dro d’un daol evit divizout eus ar goproù. Ur redi eo, skrivet el lezenn. Hogen, n’eo ket brokus a-walc’h ar pezh a zo bet kinniget gant renerezh Ouest Bedding : 15€ kriz/miz ! Ar micherourien, eus o zu, a c’houlenn 110€.
Ha padal e vez gounezet arc’hant gant Ouest Bedding. Gounidus ar bloaz-mañ c’hoazh ez eus bet gopraet etreadegourien c’hoazh gant an embregerezh. Ar vicherourien, eus o zu, ne oar ket mui gant petra ober loaioù. Abalamour d’ar monc’hwezh emañ izeloc’h-izelañ o goproù a vloaz da vloaz.
Ur skour eus ar strollad Adova eo Ouest Bedding. Fellout a rafe d’an implijidi gellet divizout gant pennoù bras ar strollad war-eeun e-lec’h koll amzer gant ar pennoù bihan.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Felger : harz-labour e Ouest Bedding”
;;;;……et en français : qu’est-ce que çà donne ? ou en anglais : pas de soucis !!!!
merci d’avance
A gallon