Muioc’h-mui e vez lakaet « da baeañ » ar parklec’hioù e Breizh. Er c’hêrioù bras da gentañ. E Roazhon, Brest pe Naoned, n’eus ket mui moaien parkañ an otoioù e kreiz ar bourk. Lakaat an dud da barkañ o oto e Kerneblec’h ha mont gant ar bus pe ar metro eo ar pal. Hogen e lec’hioù zo n’eus tamm arsav bus pe metro ebet ! Ha gwasoc’h zo : bremañ eo ret paeañ pa vez parket an oto e parklec’hioù a-ziabell !
E Felger emañ ar c’hiz-mañ o c’hounid tachenn. Warlene eo bet lakaet « da baeañ » parklec’h ar Roc’h gant an ti-kêr. Bremañ eo hini ar Potern, just e-tal ar c’hastell, a vo lakaet « da baeañ » ivez. Penaos e vo graet gant an dud a zo o chom e-kichen ha n’o deus ket arc’hant awalc’h evit prenañ ul loch evit an oto ?
E Perroz ez eus tri parklec’h en Trestraou, just e-tal an draezhenn. Emañ an ti-kêr o paouez embann e vo lakaet da baeañ an tri farklec’h-mañ e-pad an hañv ! An douristed a ranko paeañ met ivez ar vretoned ! Ha ne vo ket ur priz ispisial evit tud ar vro. Penaos e vo graet gant ar re a labour er pretioù tro-dro pe en thalasso da skouer ? 500 plas a chomo digoust met dav e vo d’al labourerien arruout abred evit gellet kaout ur plas. Ur c’harr-boutin a vo lakaet e plas ivez. Met dav e vo d’al labourerien parkañ an oto e Kerabram ha gortoz ar c’harr-boutin. Ar pezh a dalv e vo ret sevel abretoc’h bep mintin ha distreiñ diwezatoc’h bemnoz.
Perak n’eus ket erbedoù disheñvel etre tud ar vro hag an douristed ?
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine