Ha faotañ a ra deoc’h e vehe desket ar c’hatekiz e brezhoneg get o bugale ? D’ar sul 2 a viz imbril da 9e40 e vo kaset un abadenn katekiz en hor yezh aveit ar vugale etre 4 ha 9 vlez. Emgav e-tal penniliz Santez-Anna Wened, a-zirak ar sal Gabriel Deshayes (a-zehou pa vezer a-zirak ar penniliz). Da c’houde e vo lidet an oferenn santel e brezhoneg ivez da 10e30 betak 11e30. Get eskopti Gwened e vo aozet an abadenn-mañ.
Dait niverus !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine