Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Bro-Skos : Piv a vo e plas Nicola Sturgeon e penn an SNP ha Bro-Skos ? Kroget ar votadeg…

D’ar 15 a viz c’hwevrer he deus embannet Nicola Sturgeon e roe he dilez deus he c’harg a gentañ ministrez Bro-Skos. Dre m’eo ministr-kentañ prezidant ar strollad politikel en deus gounezet ar votadegoù kannad eo da izili ar strollad, an SNP aze, da choaz o frezidant nevez hag az aio da gentañ ministr.

Partiet eo ar votadeg al lun-mañ e Bro-Skos ! Tri danvez-prezidant a zo war ar renk : Kate Forbes, Humza Yousaf, ur muzulman hag Ash Regan. D’ar 27 a viz meurzh e vo embannet anv ar prezidant-ministr nevez.

E kreiz ar jeu : al lezenn war an dreuzreviadelezh (“transexualeded”). Kate Forbes a zo a-enep groñs al lezenn-mañ rak kristen eo ha kentoc’h mirour. Humza Yousaf a zo evit al lezenn : ur muzulman eo met gaochist, LGBT ha tout.

Hervez ar sondadegoù diwezhañ ez aio ar maout gant Kate Forbes, ar pezh a vo ur c’hrenn-douar e bed an emsavoù dizalc’hour. Abaoe bloavezhioù e oa an SNP ur model evit meur anezho, betek e Breizh. Hogen aet eo skuizh izili an SNP gant an deverachoù wokist o deus kontammet ar strollad.

Plac’h ar gouezeleg eo Kate Forbes, desavet m’eo bet en ur skol c’houezelek eus an Highlands.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Lamballe, Local, Société

Lambal (Penteür) : un trede klas divyezhek brezhoneg-galleg a-benn an distro-skol

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Locminé, Société

Mourieg (56) : 56 kamera a-benn an dilost-hañv !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

43 stal laeret e Breizh, c’hwec’h rouman serret

Découvrir l'article

CALLAC, E brezhoneg, Local, Religion, Société

Karnoed : overennoù e brezhoneg a vo a-hed an hañv e Sant-Weltaz !

Découvrir l'article

Economie

John Deere se Retire des Politiques wokes DEI : Un tournant dans l’Industrie Agricole

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, LANNION, Local, Société

Perroz-Gireg (Bro Dreger) : ur c’hlub evit ar re yaouank distrujet evit an eil gwech !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Sociétal, Société

Kaledonia-Nevez : ar « C’hailh » rannet e daou un deiz bennak ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PONTIVY, Société

Pondi : ur mennad-petision a-enep an disurentez

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

Desketa, ur benveg digoust evit deskiñ brezhoneg. Un outil gratuit pour apprendre le breton !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Histoire, Local, Patrimoine

Sant-Konan (22) : Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Mirdi ar Rezistañs !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky