N’eo ket ar wech kentañ met inervet eo an dud eus Chaumes-Raez e Bro-Raez ar mintin-mañ (13 a viz meurzh) : n’eo ket tremenet karr-boutin al linenn A0 ar mintin-mañ rak sifonet eo bet e gibenn goraj e-pad an noz ! A-benn ar fin he deus kavet an embregerezh un diskoulm hag an holl vugale ha labourerien a zo bet kaset d’ar skolaj ha d’al labour, gant un tammig dale !
Gant al linenn-mañ e vez degaset skolajidi e skolajoù publik ha prevez (Olympes de Gouge ha Sacré-Coeur) eus Santez-Pezhenn. En holl 50 bugel hag a vefe chomet war bord an hent ar mintin-mañ. Lod anezho n’o deus ket ur pellgomzer hezoug evit kelaouiñ o zud, pelec’h e vefent d’an eur ma skrivomp al linennoù-mañ ? O kantreal ?
Labourerien az a gant al linenn A0 ivez, ar mintin-mañ n’o defe ket gellet mont da labourat. Ha tennet e vo arc’hant war o fichenn-gopr abalamour d’an dale ?
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine