Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Korsika : Hanter dizalc’h e vo Alain Ferrandi d’e dro !

Tamm-ha-tamm e vez peurbaeet maread du ar gwall-daol ma voe lazhet ar prefed Erignac e Korsika. Goude Pierre Alessandri, teir sizhun zo, hag a zo bet aotret da labourat er-maez eus toull-bac’h Borgu e-pad an deiz, setu Alain Ferrandi gant ar memes hent ! Diriaou mintin eo bet asantet e c’houlenn a hanter frankiz ! Gortoz a ra difennourion ar prizoniad un nebeut devezhioù evit ober you-you avat rak gallout a ra ar jujeri enep-sponterezh ober galv. Hag e c’hellfe hen ober ha pa klask ar stad gall sioulaat ar jeu etre ar vroadelourien ha Paris. Divizoù a zo dre guzh etre an dilennidi korsad hag ar gouarnamant gall abaoe m’eo bet peurlazhet Yvan Colonna hag ar sizhun dremenet e oa Gerald Darmanin e Korsika evit komz war-eeun gant ar gouarnamant emren korsad.

Ur statud a emrenerezh a vefe war ar stern met a-raok dav e vo kavout penn da gudenn ar brizonidi bolitikel.

Abaoe miz mae 1999 e oa Alain Ferrandi en toull-bac’h, diskred zo warnañ bezañ bet e penn ar C’homando Erignac.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Korsika : Hanter dizalc’h e vo Alain Ferrandi d’e dro !”

  1. Lacuzon dit :

    Mat tre.
    Bevet Korsika dizalc’h! … Ha marv d’ar macronia !!!!!!!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dol de Bretagne, E brezhoneg, Justice, Local, Société

“Serge eus Paris”, trafikour dramm a vicher, a sko gant ur vaouez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : “N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra”, an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, VANNES

Gwened : ar vaouez oe un trafikourez dramm !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, QUIMPER

Ya d’ar brezhoneg : daou embregerezh kehentiñ eus Kemper o deus sinet ar garta !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine, ST-NAZAIRE

Naoned : ar Maillé-Brézé zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société, Sport

Lid-digeriñ ar C’hoarioù Olimpek : degemer mat en LGBTAfrikistan ! Degemer mat d’ar “Grand Remplacement” kool !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Lamballe, Local, Société

Lambal (Penteür) : un trede klas divyezhek brezhoneg-galleg a-benn an distro-skol

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Locminé, Société

Mourieg (56) : 56 kamera a-benn an dilost-hañv !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

43 stal laeret e Breizh, c’hwec’h rouman serret

Découvrir l'article

CALLAC, E brezhoneg, Local, Religion, Société

Karnoed : overennoù e brezhoneg a vo a-hed an hañv e Sant-Weltaz !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky