« Azterketak Euskaraz », setu anv ar strollegezh he doa aloubet rektordi Bourdel dimerc’her evit arc’hiñ e c’hellfe al liseidi tremen ar bak en euskareg. Abaoe pell e reklem emsaverien an euskareg e vefe cheñchet al lezenn war ar yezh pe yezhoù aotret er bacho. En aner betek-henn. Dimerc’her e oant ur 25 bennak o tegouezhout er rektordi kerkent ha digoret an dorioù. Lod o deus en em chadennet ouzh porrastel ar savadur tra m’o deus pignet reoù all war an toenn.
A-benn pevar miz e vo ar breved hag ar bak ha ne vo ket aotret skolajidi ha liseidi ar skolaj-lise euskarek eus Baiona da dremen an arnodennoù en o yezh ar bloaz-mañ c’hoazh.
E miz gwengolo e voe resevet an dilennidi euskarad gant ar ministr Pep Ndiaye ha lakaet e oa bet ar gaoz war-se met pemp miz war-lerc’h n’eo ket bet divizet netra gant ar minister c’hoazh. Hag emañ an emsaverien o tibasiantiñ…
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine