Goude ar reportaj kentañ war stad ar gallaoueg, yezh roman Breizh, hiziv an deiz, emañ Galoweb o paouez lakaat en-linenn ur reportaj E GALLAOUEG war kelenn ar yezh er skolioù kentañ derez. Ha setu ur video dedennus-kenañ evit ar re ne ouzont tra diwar-benn yezh Breizhuheliz. Dav eo anzav ne anavezomp ket, ni Breizhizeliz, Gorre-Breizh hag un dra vat eo evit ar spered broadel da lakaat ar vretoned da anavezout gwelloc’h yezh hengounel ha sevenadur hor c’henvroidi e-lec’h klask o zrevadenniñ (ha pa vefe evit « mad » anezho) evel m’o deus graet ar C’hallaoued ganeomp.
Ha me Kernevad brusk em eus bet plijadur o sellet ar reportaj-mañ. N’eo ket displijus ar gallaoueg d’an divskouarn hag ur gwir blijadur eo da selaou bugale eus hor bro komz yezh o zadoù-kozh. Ha dav eo anzav un dra all : reportajoù Galoweb zo un digarez da zizoloiñ kontreoù eus Breizh ha ne anavezomp ket. Piv en doa klevet anv eus « Bâzouj » a-raok da skouer ? Gant ma kendalc’ho an avañtur Galoweb !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Galoweb : ur reportaj war kelenn ar gallaoueg er skolioù kentañ derez”
Brezhonegerien e leizh zo e Breizh uhel, alato !
Galoweb : 123 den koumanatet war Youtube, video gwelet 153 e korf pevar devezh… Kement-se a zo arc’hantet gant R4 !
1200 bugelig a ra gant un teodyezh a zo marv e gwirionez, un hanter eurvezh bep sizhun… Koulz lavaret kaoc’h kelien.
E keit-se Brezhoweb a zo dezhañ 5170 koumananter….
20.000 bugel er skolioù divyezhek a ra gant ur yezh unvan he deus marteze ur chañs bennak da zreistbevañ.
Betek pegeit e vo sparlet stourm ar brezhoneg gant seurt albac’henn lu. War Plum FM n’eo ket dav bezañ bet desket ar parlantoù-se evit kompren ervat tost pep tra. Hollgomprenidgezh (Ubiquité) ar yezhoù am bije-me ? Ne gredan ket !