Hervez ur studiadenn bet graet gant ar rouedad Diwan ez eus tiriadoù ma n’eus tamm skol Diwan ebet e Breizh. Betek e Breizh-Izel ! E Bro zDouarnenez da skouer emañ e Pontekroaz ar skol Diwan dostañ. Un hentad divyezhek a zo er skol bublik François-Guillou koulskoude met ezhomm zo da gaout ur skol dre soubidigezh evit ma vefe bugale divyezhek da vat en dro e Douarnenez.
Setu perak e galv Diwan tud Douarnenez kar-o-yezh da reiñ lañs d’ur raktres skol Diwan e kêr. Ha klevet e vo galv ar gevredigezh gant ar bPenn-Sardined ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine