E Yestinieg (Bro Gwiniegi), e penn-pellañ Breizh e vo savet un dremenell etre ar gumun ha Cugand, ur gumun eus ar Vañde. Arc’hantaet e vo ar chanter gant ar rannvro « broioù al liger » ha departamantoù Liger-Atlantel ha Vañde. « Mantrus » mut-hu ? Ya, en ur mod rak abalamour da se e vo muioc’h-mui a zarempredoù etre Bro-Gwiniegi Breizh hag ar Vañde. Ha kreñvaet e vo levezon ar Vañde war an tiriadoù breizhad eus su al Liger war ar marc’had. Met, en ur mod-all, e vo adliammet kumun Cugand ouzh he bro orin : Breizh.
Ur gumun eus ar marzoù etre Breizh ha Poatev a oa Cugand gwechall hag evit a selle ouzh ar relijion : e-barzh eskopti Naoned e oa Cugand ha ne oa ket e-barzh hini Luçon e bro bPoatev. Hogen, pa voe savet an departamantoù e 1790 ez eas Cugand gant ar Vañde. Ha padal e savas o mouezh tud Cugand evit mont e departamant al Liger-Atlantel rak ne oant ket ali mont e-barzh ar Vañde. Ur petision a zo bet sinet ganto zoken. Siwazh ne’z eas ket o mouezh betek Paris hag e-barzh departamant ar Vañde ez eas kêr gCugand a-benn ar fin.
Ouzhpenn da se, hervez arbennigourien zo, e vefe « Cugand » un anv… brezhonek, par da « gCugen » en Il-ha-Gwilun.
Gant an dremenell-mañ e vo liammet ur gumun vreizhad ouzh he mamenn-vro en-dro, neuze !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Un dremenell ouzhpenn a vo savet etre Breizh ha Vañde. Ya, met un dra vat e vo !”
VIVE NOTRE DRAPEAU BRETON
el viva le drapeau de la BRETAGNE sans oublier nos drapeaux des Provinces pas trop d’orgueil !!!