Abaoe 2011 eo anvet « Axeo » servij treuzdougen Gwengamp-Pempoull agglo. Ya met kemeret eo bet ar breved war an anv-mañ en INPI gant ar Post e 2017. Alese e teu er-maez al lezenn anv ar servij treuzdougen. Kaset ez eus bet gant breutaer ar Post ul lizher da GPA (Gwengamp-Pempoull Agglo) da c’houlenn ganti cheñch anv he servij treuzdougen ar buanañ ar gwellañ. Bammet e oa bet pennoù bras an agglo o resev al lizher met n’hallont ket ober netra : dav eo dezho kavout un anv nevez dindan boan a dell-gastiz.
Ha perak ket unan e brezhoneg ? Setu ar pezh a c’houlenn Ti ar Vro Gwengamp. Ha, war un dro, e reklem difennerien ar brezhoneg e vefe lakaet divyezhek an holl banelloù e gweturaj ha paperachoù ar servij.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine