Panelloù nevez a zo bet staliet e kreiz-kêr Ploervael er Morbihan get an ti-kêr nevez zo ha n’en deus tamm brezhoneg pe gallaoueg ebet àrne. Displeget eo àr ar panelloù-mañ piv a c’hell gober petra en « takad kenrannet » a zo bet savet e kreiz kêr. Moaien oa da lakaat tamm bommoù e yezhoù ar vro àrne àlkent ! Blev ! N’en deus netra. Ha Paul Molac zo depute ag ar vro-se hag emañ é chom e Ploervael !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Panelloù nevez e Ploervael : tamm brezhoneg pe gallaoueg ebet àrne”
N(heller ket lakaat « gallaoueg » hag ar brezhoneg war ar memes pazenn. Ur sontadeg Eurominority eus 2010 a gonte 23600 komzer a yezh oïl e Breizh, holl tud kozh pe tud-kuñv, ha bremañ en em gavomp 12 vloaz war-lerc’h gant an darn vrasañ er vered. Er c’hontrol ez eus brezhonegerien kalz niverusoc’h ha yaouankoc’h e tolead Ploermael hag e kresk ar c’hlasoù ‘divyezhek’ https://actu.fr/bretagne/ploermel_56165/ploermel-ouverture-dun-poste-complet-pour-la-classe-bilingue-breton-francais-a-lecole-jules-verne_49139495.html