E miz c’hwevrer e voe lazhet un den tra ma oa o krapat war sklotur al leti Golden Tulip e Kerc’hfaou e-kichen Naoned. Ur volotenn er c’hein, ne voe laosket tamm chañs ebet d’ar paotr o tec’her kuit.
Perak eo bet lazhet an den anavezet mat gant ar servijoù polis ? Abalamour d’ar poent deal staliet er 38 straed Watteau en Dervalières hervez ar polis. Bagadoù hailhoned eus Grigny, Villejuif, Naoned, Lyon ha me oar c’hoazh a vefe oc’h en em ganañ evit lakaat o c’hrabannoù war ar poent-se.
D’ar 6 a viz kerzu ez eus bet serret nav den en holl gêrioù-se gant ar polis. Drogach hag arc’hant dizolo a zo bet kavet an dro-mañ.
Eus La Garenne Colombes e oa an den lazhet e miz c’hwevrer. Un den all, yaouankoc’h, eus Villejuif a oa bet gloazet an noz-mañ ivez er memes afer. Hervez ar boliserien e voe lazhet an den da heul ur freuz fregañ e-barzh ur strollad torfedourien.
Evel just n’eo ket bet rezisaet gant ar justis eus peseurt strollad etnek e oa an dud serret…
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine