Un dek bennak a barkoù rodoù-avel a zo war ar stern pe o vezañ savet etre Felger ha Komborn. Eus Tremaeg m’emañ ar givri-houarn o treiñ dija betek Henwig-ar-C’houenon m’eo bet digoret un enklaskadenn foran, e klask an embregerezhioù ispisializet plantañ o mekanikoù er muiañ a lec’hioù posubl.
Met war an dachenn ne ket a-du an holl dud evit ma vefe distrujet ar gweledva e anv an « trezkemm ekologel ». E Sant-Revig-ar-Plaen da skouer ez eus dilennidi ha keodederien o kas ar stourm a-enep ar rodoù-avel, memes tra e San. E Sant-Revig, trizek dilenniad o deus skrivet d’ar prefed, d’ar gumuniezh kumunioù, d’an departamant evit seniñ ar c’hloc’h. E Bazeleg-ar-Veineg, ur c’houplad a zo deuet da vezañ un ifernite e vuhez abaoe m’eo bet staliet pevar rod-avel e-kichen e di. « Evel m’o befe un viñsaskel o treiñ dizehan a-us deomp » emezo. Anat deoc’h emañ an daou-se e penn ar stourm a-enep ar rodoù-avel.
E Pleudrut (Bro Gwened) n’eo ket abalamour d’ar rodoù-avel emañ nec’het an dud, abalamour d’ar panelloù-heol ne lavaran ket. 56 680 anezho (!) a zo sañset bezañ staliet war 31h. Gant ar stroll Valeco hag un embregerezh alaman EnBW ez eus bet prenet parkoù ha c’hoant o deus sevel ur gwir ti-feurm a banelloù. Gantañ e vo, sañset, produet tredan awalc’h evit 15 523 anneziad. Setu ar pezh a zo bet embannet gant an embregerezhioù bepred.
Ya met savet e vo tout-se en ur flondrenn leun a goadoù. Distrujet e vo ar gweledva. Hag artifisializaet e vo an douar, pezh a nac’h tud ar vro.
Ur raktres eo evit poent ha n’eo ket staliet ar panelloù c’hoazh. Da c’hortoz, ez eus bet savet ur c’henstroll evit stourm a-enep panelloù-heol Pleurdut.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine